Basse saison (Avril-Mai-Juin et Septembre-Octobre-Décembre)
HAUTE SAISON
OUVERT
Haute saison (Juillet-Août- début Septembre-mi-Décembre)
SARL BREIZH COQUILLAGES
BERNARD Paul, Muriel & Fils
Conchyliculteur-Producteur
9 Route de Tréhiguier
Le Logo
56760 PENESTIN
Téléphone: 02.99.90.43.22
Vente en gros: breizhcoquillages@orange.fr
Rénald: 06.21.63.36.68
Vente au détail: etsbernardpaul@orange.fr
Muriel: 06.15.42.86.36
E 1990 e oa bet krouet an ti BERNARD, gant Paul BERNARD hag e wreg Muriel. Produiñ ha gwerzhañ meskl-park eus PENNESTIN a raent dreist-holl. E 2007 e oa bet savet KEBAT BREIZH COQUILLAGES ha deuet eo o mabed Rénald ha Youri da vezañ kenlodeien anezhi.
Gant 20 tonenn produet en deroù eo brasaet parkadoù kreginerezh ar stal a-dammigoù. Hiziv an deiz ez eus ouzhpenn 7 hektar koñsedadennoù a-hed aodoù PENNESTIN ha gwerzhet e vez etre 350 ha 400 tonnenn meskl-park bep bloaz.
Obererezh pennañ ar stal eo sevel ha gwerzhañ meskl a-vras hag a-nebeut c’hoazh, met war liesseurtaat eo aet obererezh KEBAT BREIZH COQUILLAGES ha sevel a ra kregad all ivez, evel istr don ha pilored (gwenneged). A-gementadoù bihan e vezont produet ha gwerzhet e vezont a-nebeut er stal hag er marc’hadoù.
He seizh gwellañ a ra stal an tiegezh evit produiñ kregad fresk, eus an dibab hag e prizioù marc’had-mat. Dalc’hmat e klask neveziñ an doareoù teknikel ha mekanikel, mont war-raok evit heuliañ ar produioù da bep prantad eus ar produerezh, ha kelaouiñ, evit gwerzh añ produioù direbecher c’hoñsedadennoù kreginerezh koulz hag el lec’h arbarañ.
Chemet ha talvoudoù an embregerezh a vez treuzkaset ag an eil mare d’egile: entan evit ar vicher, diwall an natur, kalon ha kennerzh, karantez evit Breizh. Ur perzh bras a gemer KEBAT BREIZH COQUILLAGES e buhez ar c’hornad ivez; atav e vez prest da sevel raktresoù o devo efedoù mat war ar vicher ha war ar vro.
Grit anaoudegezh gant BREIZH COQUILLAGES e www.breizh-coquillages.fr ha deuit da welet peizanted ar mor. Kenavo!